Remont Delaporte, Reun Ar C'halan : Div blanedenn.
Autori : GRALL Charlie ; AN HABASK Padrig (Rakskrid gant)
Ti-embann_Embanner : Al Lanv (Embannadurioù)E-barzh/Staget : Rakskrid ; Luc'hskeudenn(où) ; Pennad(où)-skrid
Prezzo : 12,5 euro
Remont Delaporte ha Reun ar C'halan, daou zen eus ar C'hastell-Nevez ganet e derou an XXvet kantved, an hini kentan en ur familh pinvidik a-walc'h diazezet mat er vro hag an eil e atant un troc'her-buzhug, treut ar peurin gantan. Dre envorennou skrivet Remont Delaporte ha gant arroudou eus ar re savet gant Reun ar C'halan, e kinniger el levr-man heulian planedennou souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentou dishenvel-rik e-pad prantadou diaes-meurbet. Remont Delaporte a zeuas da vezan emsaver breton e 1927, goude bezan dizoloet ar brezhoneg abred a-walc'h. E-pad ar brezel e oa e penn Strollad Broadel Breizh. Pezh a skriv diwar ar prantad-se a zo talvoudus-tre evit hon istor. Reun ar C'halan, yaouankoc'h, a oa studier c'hoazh pa grogas ar « reuz bras » met mont a reas d'ar « maquis » memes tra e miz Eost 1944 ha goude-se da aloubin Bro-Alamagn gant al lu gall. An daou avat a gemero hent an divroan evit abegou dishenvel : Remont Delaporte en Iwerzhon ha Reun ar C'halan, evel miliadou a Vretoned eus Kreiz-Breizh, er Stadou-Unanet. Enno o-daou, pezh a zo heverk ken ez eo, e voe enaouet € abred pe diwezhat en o buhez € flamm « Tantad an hendadou » hag... ar youl da sevel ur vuhez vroadel vrezhonek e Breizh.
[Diouzh golo al levr]
N. | Collocazione | Bar-code | Nota | |
---|---|---|---|---|
1 | 001380 | [disponibile] |
YPrenotare
|