Trolinennoù

 

Diskouezadeg livadurioù Nan' - Anne Cadorel adalek an 9 a viz Genver betek an 11 a viz C'hwevrer 2012. Digorlid  d'ar Sadorn 14 a viz Genver adal 11e e Yezhoù ha Sevenadur.

 

Evit klokaat diskouezadeg Anne, e kinnig KDSK un dibab levrioù diwar-benn ar mein, ar mein-hir, ar mougevioù, ar menezioù, ...

 

 

 

Diskouezadeg galloudel

NAN' - Anne Cadorel

 

Ganet eo Anne Cadorel e Naoned, hag abred-tre he deus lakaet war-wel sevenadur Breizh dre ar c'han pe an tresañ.

 

Abaoe ouzhpenn ugent vloaz emañ o teskiñ livañ hec'h unan-penn, hag e Naoned eo, e miz Gwengolo 2008, he doa kemeret perzh, evit ar wech kentañ, en un diskouezadeg anvet "Kevrinoù Breizh".

 

Ken kreñv ma vez he c'harantez evit Breizh emañ atav o livañ reier kevrinus a gaver e gweledvaoù ar bed keltiek. En ur c'hoari gant an dargemmoù, gant ar gouloù-dic'houloù, pe c'hoazh gant an danvezoù meinel hag ar struzh e teu a-benn da ziskouez from ha barzhoniezh ar spered kelt, ha da leuskel ijin an arvester da vont en-dro.

x | -A +A

Z