Diskouezadeg "An Dour, pedadenn d'ar veaj" kinniget gant Emmanuelle Herbet ha Sylvain Peron, 23 a viz Meurzh-23 a viz Ebrel e Yezhoù ha Sevenadur (13, straed ar Breolimeur e Sant-Ervlan).
An dour, mammenn pep buhez, a veaj etre an neñv hag an douar en ur dremen dre ar stredoù hag ar riñvieroù.
Ar Sav-heol strobet da Vreizh gant an Oriant, unan eus kêrioù pennañ Kompagnunezh Indes ar Reter, aplud ur bern bretoned davet India. Beaj bet graet gant René Madek, mouss a vro Kemper, deuet da vezañ nabab en India.
An dour, e-keizh pep buhez, mammenn pep buhez...
Evel beaj an dour war an douar eo ar vuhez ur veaj, dizloadenn ar bed, ur gejadenn gant ar re all. Ur veaj diabarzh ur bedadenn d'an hunvre, d'ar brederiadenn.
Bili war ziribin ne zastumont ket bezhin.