Kinnig a ra KDSK e skourroù St-Ervlan ha Gwened un dalc'had teuliaouiñ arbennik war Breizh, ar brezhoneg hag ar Broioù Keltiek, ar glad sevenadurel : produiñ lennegel, embann, tudoniezh, istr, buhez armerzhel ha kevredigezhel, ... Lakaat a ra enlinenn war Internet teulioù kozh e brezhonek (eus an domani foran) ha niverelaet gantan. Skoazellet eo bet an obererezh niverelaat-mañ gant Rannvro Breizh evit ul labour graet abaoe 2013.
Embannet etre 1644 ha 1935, teulioù al labour-mañ a teu eus dalc'hadoù KDSK : lennegezh pobl, studiadennoù war ar yezh, levrioù relijiel renablet e KDSK (lennegezh gwezherezh-red, kan, barzhoniezh, c'hoariva, gwerz veur, buhezioù tudennoù brudet, geriadurioù, geriaouegoù, "kolokoù"/ sturlevrioù evit kaozeal, yezhadurioù, hentennoù-yezh, katekizoù, kelennadurezh kristen, buhezioù ar sent, misterioù, ...).
Tu a zo sellout en teulioù-mañ adalek ketalioù e brezhoneg hag e galleg, da ober enklaskoù war ar c'hatalogoù hervez dibaboù yezhoù ar gwiaderien. Divyezhek eo an holl rubrikennoù war ar fichennoù kenkoulz hag an deskriverioù, anvioù ar skrivagnerien, ...
|