Hervez 3 fennahel e vez sturiet kefridioù KDSK

 Plediñ gant an dalc'had teulioù (pinvidikaat hag implijout anezhañ, merañ al lec'hienn Kenrouedad), a vez kaset da benn en ur ober gant reoladoù ha teknikoù anavezet ha renablet an teuliaouiñ (rummatadur dekvedennek hollek Dewey, azasaet d'un dalc'had breizhek ha keltiek, ha tezorus Brezhoneg-Galleg divyezhek).

 

 Degemer an implijerien, deskiñ dezho ober gant teknikoù teuliaouiñ ha skoazellañ anezho da glask titouroù er Greizenn, a vez fiziet d'al levraouegour-teuliour.

 

 Bezañ digoret war an diavez, o tiazezañ darempredoù gant frammoù all, a-benn eskemm skiant-prenet, binvioù merañ pe teulioù, ha kas da benn labourioù boutin. Ar youl-se digeriñ war an diavaez a c'hell mont betek kevelerezhioù pe kenoberioù a-dost, ar Greizenn Dafar o kinnig neuze alioù ha skoazell evit diazezañ kreizennoù pe levraouegoù arbennikaet er merañ dalc'hadoù breizhek ha keltiek.

 

Ul lec'h eskemm ha daremprediñ eo KDSK, aes d'an arverien mont ennañ, pe e vefe evit klask titouroù ret evit o labour, pe evit ar blijadur da lenn, da zizoleiñ ha da vezañ kelaouet.

x | -A +A

Z