Ur skourr e Bro-Naoned, lec'hiet e Sant-Ervlan
Goude bezañ lakaet war-sav meur a gevelerezhioù abaoe 1999, krouiñ frammoù heñvel, e lec'h all e Breizh, a glot mat, hiziv an deiz, gant kempoell diorren al label « KDSK » hag he meizad « kreizenn liesvedia a zafar sevenadurel keltiek ».
Krouiñ ur skourr KDSK e Naoned o vezañ e-touez o raktresoù war verr dermen o doa atebeien KDSK divizet studiañ, tro dibenn 2005-penn kentañ 2006, asambles gant kevredigezhioù sevenadurel breizhek all lec'hiet e Naoned, penaos staliañ ur skourr KDSK e-barzh Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur.
En ul lusk hollek e kemer perzh annezadur nevez ur skourr eus KDSK e Bro-Naoned : hini ur sevenadur breizhek bev-mat hag en e vleuñv e Liger-Atlantel ha kevre obererien sevenadurel strollet e-kreiz Yezhoù ha Sevenadur.
Digoret eo bet skourr Bro-Naoned e miz Gwengolo 2008 !
Kaset e vez da benn kefridioù ar skourr-mañ eus KDSK o kenlabourat a-dost gant skourr diazez KDSK Gwened ; renet e vint ivez oc'h ober ul liamm gant an obererezhioù, ar buhezadurioù pe ar stajoù a vo aozet gant ar frammoù liesseurt a zo izili eus Yezhoù ha Sevenadur.
Er bloavezhioù 2007 ha 2008 eo e oa bet kroget da vat gant al labour evit dont a-benn da zigeriñ ar skourr-mañ e miz Gwengolo 2008 : merañ an teulioù, prenañ ingal div skouerenn eus pep levr (unan evit Gwened, egile evit Naoned), enfredañ ha stummañ an teuliour a vo lec'hiet er skourr nevez-mañ, broudañ an hiniennoù hag an embannerien da brofañ teulioù...
Tost 10 000 teul kinniget e Sant-Ervlan
@ http://www.geobreizh.com/
Hiriv an deiz eo tost sevenet ar palioù a oa bet termenet evit 2008 dre ma 'z eus war-dro 10 000 levr ha teul e kerz an arverien :
Diraeziñ an dalc'had war al lec'h a zo digoust ha digor d'an holl (amprestoù war goumanantiñ). Mod all e vez kinniget gant KDSK ober enklaskoù en he zalc'had, dasparzhet etre an daou skourr, dre ar Genrouedad.
Meurzh, Merc'her, Yaou, Gwener : 10e-12e ha 14e-18e
Sadorn : 10e-13e
Chomlec'h : 12bali-avenue de l'Angevinière
44800 SANT-ERVLAN
Pellgomz : 02 51 80 72 41
Hiniennoù : 15 euro/bloaz - Familhoù : 20 euro/bloaz
Liseidi, studierien ha tud dilabour, tud a chom e St-Ervlan : digoust
Ar profoù levrioù, studiadennoù, kounskridoù war ar yezhoù keltiek a zo degemeret mat !
skridoù e brezhoneg (hogos an holl broduerezh lennegel embannet hiriv),
lennegezh breizhek e galleg,
lennegezhioù ar broioù keltiek all.
Degemer
Daveennoù
Koust ur gartenn amprestañ