Ur skourr e Bro-Naoned, lec'hiet e Sant-Ervlan

Goude bezañ lakaet war-sav meur a gevelerezhioù abaoe 1999, krouiñ frammoù heñvel, e lec'h all e Breizh, a glot mat, hiziv an deiz, gant kempoell diorren al label « KDSK » hag he meizad « kreizenn liesvedia a zafar sevenadurel keltiek ».

 

Krouiñ ur skourr KDSK e Naoned o vezañ e-touez o raktresoù war verr dermen o doa atebeien KDSK divizet studiañ, tro dibenn 2005-penn kentañ 2006, asambles gant kevredigezhioù sevenadurel breizhek all lec'hiet e Naoned, penaos staliañ ur skourr KDSK e-barzh Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur.

 

En ul lusk hollek e kemer perzh annezadur nevez ur skourr eus KDSK e Bro-Naoned : hini ur sevenadur breizhek bev-mat hag en e vleuñv e Liger-Atlantel ha kevre obererien sevenadurel strollet e-kreiz Yezhoù ha Sevenadur.

 

Digoret eo bet skourr Bro-Naoned e miz Gwengolo 2008 !

Kaset e vez da benn kefridioù skourr-mañ KDSKSant-Ervlan oc'h ober ul liamm gant an obererezhioù, ar buhezadurioù pe ar stajoù a vo aozet gant ar frammoù liesseurt a zo izili eus Yezhoù ha Sevenadur.

 

Er bloavezhioù 2007 ha 2008 eo e oa bet kroget da vat gant al labour evit dont a-benn da zigeriñ ar skourr-mañ e miz Gwengolo 2008 : merañ an teulioù, prenañ ingal div skouerenn eus pep levr, enfredañ ha stummañ an teuliour a vo lec'hiet er skourr nevez-mañ, broudañ an hiniennoù hag an embannerien da brofañ teulioù...

 

Tost 10 000 teul kinniget e Sant-Ervlan

 

@ http://www.geobreizh.com/

Hiriv an deiz eo tost sevenet ar palioù a oa bet termenet evit 2008 dre ma 'z eus war-dro 10 000 levr ha teul e kerz an implijerien :

 

  skridoù e brezhoneg (hogos an holl broduerezh lennegel embannet hiriv),

  lennegezh breizhek e galleg,

  lennegezhioù ar broioù keltiek all.

 

Diraeziñ an dalc'had war al lec'h a zo digoust ha digor d'an holl (amprestoù war goumanantiñ). Mod all e vez kinniget gant KDSK ober enklaskoù en he zalc'had .

 Degemer

Meurzh, Merc'her, Gwener : 10e-12e ha 14e-17e30

Yaou : 14e-17e30

 Daveennoù

Chomlec'h : 12bali-avenue de l'Angevinière

44800 SANT-ERVLAN

Pellgomz : 02 51 80 72 41

 

 Koust ur gartenn amprestañ

Hiniennoù : 15 euro/bloaz - Familhoù : 20 euro/bloaz

Liseidi, studierien ha tud dilabour, tud a chom e St-Ervlan : digoust

Tres mont-tre

 

Ar profoù levrioù, studiadennoù, kounskridoù war ar yezhoù keltiek a zo degemeret mat !

 

x | -A +A

Z