Ur skourr e Bro-Naoned, lec'hiet e Sant-Ervlan
Goude beza? lakaet war-sav meur a gevelerezhio? abaoe 1999, kroui? frammo? he?vel, e lec'h all e Breizh, a glot mat, hiziv an deiz, gant kempoell diorren al label ?bd$KDSK ?hag he meizad ?bd$kreizenn liesvedia a zafar sevenadurel keltiek ?
Kroui? ur skourr KDSK e Naoned o veza? e-touez o raktreso? war verr dermen o doa atebeien KDSK divizet studia?, tro dibenn 2005-penn kenta? 2006, asambles gant kevredigezhio? sevenadurel breizhek all lec'hiet e Naoned, penaos stalia? ur skourr KDSK e-barzh Kreizenn Sevenadurel Yezho? ha Sevenadur.
En ul lusk hollek e kemer perzh annezadur nevez ur skourr eus KDSK e Bro-Naoned : hini ur sevenadur breizhek bev-mat hag en e vleu?v e Liger-Atlantel ha kevre obererien sevenadurel strollet e-kreiz Yezho? ha Sevenadur.
Digoret eo bet skourr Bro-Naoned e miz Gwengolo 2008 !
Kaset e vez da benn kefridio? ar skourr-ma? eus KDSK o kenlabourat a-dost gant skourr diazez KDSK Gwened ; renet e vint ivez oc'h ober ul liamm gant an obererezhio?, ar buhezadurio? pe ar stajo? a vo aozet gant ar frammo? liesseurt a zo izili eus Yezho? ha Sevenadur.
Er bloavezhio? 2007 ha 2008 eo e oa bet kroget da vat gant al labour evit dont a-benn da zigeri? ar skourr-ma? e miz Gwengolo 2008 : mera? an teulio?, prena? ingal div skouerenn eus pep levr (unan evit Gwened, egile evit Naoned), enfreda? ha stumma? an teuliour a vo lec'hiet er skourr nevez-ma?, brouda? an hinienno? hag an embannerien da brofa? teulio?...
Tost 10 000 teul kinniget e Sant-Ervlan
@ http://www.geobreizh.com/
Hiriv an deiz eo tost sevenet ar palio? a oa bet termenet evit 2008 dre ma 'z eus war-dro 10 000 levr ha teul e kerz an arverien :
Diraezi? an dalc'had war al lec'h a zo digoust ha digor d'an holl (ampresto? war goumananti?). Mod all e vez kinniget gant KDSK ober enklasko? en he zalc'had, dasparzhet etre an daou skourr, dre ar Genrouedad.
Meurzh, Merc'her, Yaou, Gwener : 10e-12e ha 14e-18e
Sadorn : 10e-13e
Chomlec'h : 12bali-avenue de l'Angevini?re
44800 SANT-ERVLAN
Pellgomz : 02 51 80 72 41
Hinienno? : 15 euro/bloaz - Familho? : 20 euro/bloaz
Liseidi, studierien ha tud dilabour, tud a chom e St-Ervlan : digoust
Ar profo? levrio?, studiadenno?, kounskrido? war ar yezho? keltiek a zo degemeret mat !
skrido? e brezhoneg (hogos an holl broduerezh lennegel embannet hiriv),
lennegezh breizhek e galleg,
lennegezhio? ar broio? keltiek all.
Degemer
Daveenno?
Koust ur gartenn ampresta?