Expolangues 1988 [18-22/02/1988] : 6vet saloñs etrebroadel ar yezhoùag ar sevenadurioù. Bec'h a savas etre izili Diwan ha tud ar surentez karget eus gwarez René Monory, ministr deskadurezh Gall.
[= Expolangues 1988 [18-22/02/1988] : 6ème Salon international des langues et des cultures. Des heurts ont éclaté entre des membres de Diwan et des personnes en charge de la sécurité de René Monory, ministre de l'Education. ].
Oberour(ien) : [Disanv] (Luc'hskeudennet gant)
"René Monory, ministr deskadurezh Gall a voe deut da zigoriñ [ar saloñs]. "Setu ma voe en em gavet ur 150 bennak a izili Diwan evit lavaret o soñj dezhañ. Bec'h a savas etrezo hag ar boliserien deut da wareziñ ar ministr.
Harzet e voe 16 den, lod gant un doare feuls, evit bezañ huchet war Vonory. Kefioù-dorn, memes, a voe lakaet dezho a-benn bezañ kaset d'ar c'homiserdi tostañ ha dalc'het betek peder evit darn.
[Hervez ar pennad-skrid embannet e-barzh Bremañ, miz Meurzh 1988, niverenn 78, pajenn 3]
Prantad-Obererezh : Bretania2021