Levr

O
     

-A +A

Paul Sérusier : Ul livour e Breizh.

Oberour(ien) : GOUEDARD Herve ; OLIVRY Jerom (Golo gant) ; SÉRUSIER Paul (Livet gant) ; KUDENNEG Patrice (Rakskrid gant)

Ti-embann_Embanner : Al Liamm (Embannadurioù)
ISBN/ISSN : 978-2-7368-0098-7

Kot :
LBR.3(GOU) - Doc n° : 14280
2013 - 228 pajenn


Doare :
Romant
Yezh : Brezhoneg / Brezhoneg Modern

E-barzh/Staget : Meneger an danvezioù ; Trugarekadenn(où) ; Rakskrid ; Amzeroniezh ; Levrlennadur(ioù)

Priz : 14 euro

1888 : un arzour yaouank ha divrud a erru e Pont-Aven, kêr al livourien. E anv ? Paul Sérusier. Heuliañ a raio kelennadurezh Paul Gauguin, rak gantañ emañ evel ar vodernelezh o c'hwezhañ, ha ken mat e tesko ar vicher ken e teuio da vezañ unan eus brasañ livourien e amzer , ha diazezer luskad an Nabied (Nabis), a dlee nevesaat arz al livouriezh en Europa. Emañ o tont eus Pariz, hogen, boemet gant aergelc'h ar vro ha bamet gant al livioù dibar a gaver enni, e raio e annez e Kastell-Nevez-ar-Faou. Breizh a vo, hiviziken, andon bennañ e awen.

E pajennoù al levr-mañ e kinnig Herve Gouedard d'al lenner dispenn roudoù Paul Sérusier, betek e varv e 1927, hag ober gwelloc'h anaoudegezh gant an arzourien a reas kavandenn gantañ war hentoù Breizh : heuliañ a reer Sérusier hag e vignoned Gauguin, Emile Bernard, Maurice Denis, Jean Verkade, ha reoù all c'hoazh, e Pont-Aven, er Poulldu, en Uhelgoad, e Montroulez hag e Kastell-Nevez-ar-Faou. Gwech ha gwech all e raer ivez un dro-vale etrezek Bro-Itali pe Bro-Alamagn. Un daolenn vuhezek eus meteier al labour-spered hag an arzoù eo al levr-mañ, a lavaro lod. Ya, laouen, hogen ivez ur veaj dudius e Breizh, "Breizh kaer-kurius" evel ma oa c'hoazh e-tro pleg an naontekvet kantved ! (Hervez an diverradenn war gein al levr).

Deskriverioù : Breizh / Pont-Aven / Kastell-Nevez-ar-Faou / Pariz / Italia / Alamagn / 19vet kantved / 20vet kantved / Arz / SERUSIER Paul / Liverezh / An Uhelgoad / Bro Vontroulez / GAUGUIN Paul / Nabied (Luskad arzel) / Buhez pemdez

URL :
http://www.brezhoneg.org/br/livres/paul-serusier-ul-livour-e-breizh - http://www.brezhoneg.org/fr/livres/paul-serusier-ul-livour-e-breizh - http://fr.wikipedia.org/wiki/Nabi_%28peinture%29


Nbre d'exemplaires : 2 (KDSK Gwened - KDSK Bro-Naoned)

Exemplaires

Cote Code barre Commentaire
1 002227 [disponible] YRéserver
2 002228 [disponible] YRéserver
Z