Kezeg e Bro-Leon.
Autori : MADEG Mikael (Kinniget gant) ; PAUGAM Mark ; DERBRE Christophe (Maketenn gant) ; FOURN Patrice (Reizhadurioù gant) ; NIKOLAZ Kristof (Reizhadurioù gant) ; DESBORDES Fañch (Kenlabour gant)
Ti-embann_Embanner : Dastum Bro-LeonE-barzh/Staget : Digoradur ; Meneger anvioù-tud ; Meneger an danvezioù ; Geriaoueg ; Geriadurig ; Pladenn(où)-Arc'hant
Prezzo : 18 euro
Goude Peñse e Bro-Leon embannet e 2007, setu amañ eil levr an dastumadeg kinniget gant Mikael Madeg ha Dastum Bro-Leon. Ar wezh-mañ e c'helloc'h selaou brezhonegerien a-vihanik, labourerien-douar pe vezhinaerien anezho, o kaozeal eus ar c'hezeg o doa labouret ganto a-hed o buhez.
Pal an dastumadeg eo reiñ tro d'an dud da glevet brezhoneg yac'h ha naturel, ha reiñ un tañva ledan eus brezhoneg Leon, eus Konk-Leon betek Kastell-Paol. Plijout a raio Kezeg e Bro-Leon d'ar re o deus bet labouret gant kezeg, d'ar re a zo kar-o-yezh ha d'ar re a fell dezho peurzeskiñ anezhi.
Tresadennoù Mark Paugam, labourer-douar e Lanhouarne, a ro buhez d'an testennoù a-hed ar studiadenn. (Hervez an diverradenn war gein al levr).
N. | Collocazione | Bar-code | Nota | |
---|---|---|---|---|
1 | 000055 | [disponibile] |
YPrenotare
|