Karnedoù un ergerzhour difiñv.
Oberour(ien) : GOUEDARD Herve ; LA FERRIÈRE Judicaël (DE) (Golo gant)
Ti-embann_Embanner : Al Liamm (Embannadurioù)Priz : 14 euro
« E gwirionez ne c'heller lavaret ec'h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc'h, » eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c'heller lenn en dastumad-mañ. A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c'hellomp kantreal un tamm e pep lec'h e Breizh, Sant-Brieg ha trowardroioù porzh al Lege evel-just, ha pelloc'hik Binig, Plerin, Porzhig, Sant-Ke, Beg-an-Arc'houest...
War ar memes tro e reomp anaoudegezh gant tud a bep seurt, martoloded, barzhed, reuzeudien, tud vrudet evel Yann Gonan, Louis Guilloux, Jules Verne pe Turner ha kaout un tañva saourus eus istor hor bro dre e gantreadennoù niverus ha liesliv. (Hervez an diverradenn war gein al levr).
Niv. | Kot | Kod regoù | Displegadenn | |
---|---|---|---|---|
1 | 001409 | [hegerz] |
YMirout
|
|
2 | 001410 | [hegerz] |
YMirout
|
|
3 | 001412 | [hegerz] |
YMirout
|