Koulm ar marv.
Oberour(ien) : TREMAYNE Peter ; MAHE Jean-Michel (Troet gant) ; MAZE Steven (Golo gant)
Ti-embann_Embanner : Aber (Embannadurioù)E-barzh/Staget : Rakskrid ; Meneger an oberennoù ; Notenn(où)
Priz : 17 euro
Goude kemer perzh e Sened Autun, Fidelma hag he gwaz Eadulf zo savet e Naoned e-bourzh ar Vorwaz, ul lestr kenwerzh deuet da sammañ holen e Gwenrann. Hedañ a reont aod su Breizh, etre ledenez Rewiz hag inizi Houad hag Edig. Amzer gaer, avel a-du, an treizh betek Iwerzhon a ginnig bezañ didrubuilh, met a-greiz-holl :
"Ur ouel ! Rag-enep !" [...]
"N'eo ket ul lestr kenwerzh," eme an eil-kabiten. "Ul lestr herrek eo, ha dont a ra etrezek ennomp." [...]
"Douetañs ebet, ul lestr brezel eo," a gadarna ar c'habiten.
Muntroù, preizherezh... Setu Fidelma kaset da enklask war aodoù ar Mor Bihan, m'eo spouronet ar boblañs gant mestaolioù ur forbann kevrinus, Koulm ar Marv.
Peter Tremayne - anv-pluenn Peter Berresford Ellis - zo krouer tudenn vrudet C'hoar Fidelma a Gashel, al leanez detektiv. Ouzhpenn reiñ diduamant, e romantoù a zegas d'al lenner anaoudegezhioù prizius a-zivout istor ha sevenadur Iwerzhon - hag ar broioù keltiek all - er seizhvet kantved g.HS. (Hervez an diverradenn war gein al levr.)
N° | Cote | Code barre | Commentaire | |
---|---|---|---|---|
1 | [disponible] |
YRéserver
|
||
2 | [disponible] |
YRéserver
|