Teuliad ar miz. - Adframmañ ar strollegezioù : Naoned ha Roazhon dorn-ha-dorn ? ; Donemat e Noazhon ? ; Adframmet ha diframmet ; Ali an enklasker.

Oberour(ien) : LATIMIER-KERVELLA Milio

Kelc'hgelaouenn : Bremañ
Niverenn : 337

Kot :
Bremañ (337) - Doc n° : 10614
11/2009 - pajennoù 10 betek 13


Doare :
Kazetennerezh/Kelaouiñ
Yezh : Brezhoneg

Donemat e Naozhon ?

D'ar Yaou 8 ha Gwener 9 a viz Here e oa bet aozet evit ar wech kentañ emgavioù ofisiel etre meurgêrioù Naoned ha Roazhon. Un devezh eskemmoù zo bet aozet e pep kêr. Echu neuze gant an disparti aozet abaoe degadoù gant an dilennidi ?
Ur raktres kinniget gant an daou vaer da vare koulzad kabaliñ warlene eo hemañ. Ar pal zo skoulmañ darempredoù startoc'h etre an div gêr... Rak, hervez o maered, Jean-Marc Ayrault ha Daniel Delaveau (PS o-daou), n'en deus hini ebet eus an div gêr nerzh a-walc'h evit bezañ ur veurgêr a-bouez e Frañs, en Europa hag er bed.
An div asambles a vefe un afer all. Skouerioù zo meneget e-keñver c'hwitadennoù deuet diwar "an diouer a emglev" etre kêrioù bras an "div rannvro". Staliadur Ajañs Europa Surentez ar Mor, en doa Naoned klasket tapout (hag aet gant Lisboa). C'hwitadenn an teuliadoù kinniget evit Plan Campus ar Stad c'hall, lañset e 2008 evit dibab dek "pol dibar", ganto raktresoù a resevo skoaziadoù [s.o. Bremañ niv.323]. N'eus bet degemeret raktres ebet e Breizh, na gant skol-veur Naoned na gant re Roazhon.

An oferenn

Gant perzhidi an emgav o-unan e oa bet graet gant ar gerioù "oferenn veur". Ret eo anzav e oa tost un emgav evit dilennidi PS reter ar vro : an daou vaer evel-just, met ivez Jean-Yves an Drian (prezidant Kuzul-rannvro Breizh), Jacques Auxiette (prezidant Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger), Jean-Louis Tourenne (prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen), en deus distaget "hag un eured a lidfemp ?", Patrick Mareschal (prezidant Kuzul-departamant Liger-Atlantel) ha Joël Batteux (maer Sant-Nazer)... da genderc'hel e Bremañ miz Du, niv.337.

Deskriverioù : Breizh / Liger-Atlantel / Strollerezh lec'hel / Galloud ar strollerezhioù lec'hel / Disrann rannvroel / Bevennerezh rannvroel / Naoned / Sant-Nazer / Roazhon / Strollad Sokialour Frañs / AYRAULT Jean-Marc / DELAVEAU Daniel / MARESCHAL Patrick / Stadeg / Departamant / Rannvro / Rannvroeladur / Digreizennerezh / Emzalc'h politikel / Kenobererezh armerzhel / Diorren ha kresk armerzhel / Meurgêr

Nbre d'exemplaires : 2 (KDSK Bro-Naoned - KDSK Gwened)

Exemplaires

Cote Code barre Commentaire
1 [disponible] YRéserver
2 [disponible] YRéserver
Z