DVD

O
     

-A +A

Connaissance de la Bretagne des origines à nos jours = Anavezout Breizh adalek ar penn kentañ betek bremañ. (Version en français).

Oberour(ien) : MONNIER Jean-Jacques (Sevenet gant) ; CAILLEBOT Olivier (Sevenet gant) ; MANAC'H Olwenn (Empennañ grafek) ; KERVELLA Divi (Troet gant) ; FITAMANT Laetitia (Atersadenn) ; BOURGES Aziliz (Atersadenn)

Ti-embann_Embanner : Skol Vreizh

Kot :
F.BRE(MON) - Doc n° : 14941

Doare :
Teulfilm(où)
Yezh : Galleg

Niver a CD/DVD e-barzh : 2

Priz : 20 euro

E doare un diviz eo e kinnig dimp Olivier Caillebot ha Jean-Jacques Monnier ober gwelloc'h anaoudegezh gant Breizh, ha kement-se eus an amzerioù koshañ betek bremañ. Gant an daou DVD-mañ (tost da 5 eurvezhiad skeudennoù ha filmoù) e c'hallit deskiñ ur bern traoù, diwar-benn Istor Breizh evel-just, met ivez diwar-benn ar vro, buhez an dud, an ekonomiezh, ar sevenadur hag an douaroniezh. Kement-se gant 22 deuliad hag a c'haller sellet hervez an urzh a garer.
Dielloù hep o far a gaver e-barzh, dielloù hag a c'haller gwelet evit ur wech kentañ evit ur bern anezho. Ganto e c'hallit beajiñ ha bezañ e kreizig-kreiz istor ha sevenadur kement korn a zo e Breizh. Pa vez diouer a skeudennoù eo gant mailhed war an tresañ istorel eo e vez lakaet ar prantadoù istor da vevañ en-dro, diazezet o labour war mammennoù ar mare.
Ken pinvidik-all eo ar sonerezh a ya da heul. Adkavout a reer bommoù mat al levr-CD Histoire de la Bretagne pour tous, gant sonerezh eus an holl vareadoù eus an Istor, ha reoù nevez a zo ouzhpenn. 42 soner, kaner ha c'hoarier a ambroug ac'hanoc'h evit ar veaj-mañ a zo koulz unan da glevet hag unan da sellet. Lakaet eo bet an destenn da dalvezout evit ar brezhoneg gant Divi Kervella hag an divizoù gant Laetitia Fitamant hag Aziliz Bourgès.
Ha setu ma ra an displegerezh, ar skeudennerezh hag ar sonerezh un hollad hep e bar evit kinnig ur sell ledan, en un doare nevez-flamm, war Breizh, a-wechall da vremañ. Un nor digor-bras, graet evit an holl eta, war sevenadur ar vro. (Hervez an diverradenn war gein an DVD).

Deskriverioù : Breizh / Oadvezh an houarn / 12vet kantved / 13vet kantved / 14vet kantved / 15vet kantved / 16vet kantved / 17vet kantved / 18vet kantved / 19vet kantved / 20vet kantved / 21vet kantved / Mare ar Romaned e Breizh / Donedigezh ar Romaned e Breizh (58 kent J. K.) / Keoded galian en Arvorig / Reizhiad feodelezh / Degouezh ha fed istorel / Emgann politikel / Buhez pemdez / Giz liammet gant ar vuhez / Istor Iliz Breizh / Kouer / Koueriadelezh / Kêr / Stad Breizh (etre dibenn ar XIVvet ha 1532) / Brezel hêrezh Breizh (1341-1364) / Renadur Kozh / Dispac'h Frañs (1789-1804) / Impalaeriezh kentañ (1804-1815) / Trede Republik (1870-1945) / Sevenadur / Relijion / Politikerezh / Armerzh / Poblañsouriezh / Brezel 1914-1918 / Brezel 1939-1945 / Rezistañs / Dalc'hidigezh alaman / Brezhoneg / Divroerezh breizhek / Tudoniezh / Arz breizhat / Sonerezh ha Kanaouenn e Breizh / Gwarez an endro / Emsav micherour / Diemglev kevredigezhel

URL :
http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&category_id=5&flypage=flypage_images.tpl&product_id=264 - http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&flypage=flypage_images.tpl&product_id=265&category_id=20


Nbre d'exemplaires : 1 (KDSK Bro-Naoned)

Padelezh : 5 eurvezh

Exemplaires

Cote Code barre Commentaire
1 003023 [disponible] YRéserver

© ABP, Hubert CHEMEREAU

Atersadenn J-J Monnier, Saloñs al levrioù Karaez 2014 =  Interview de J-J Monnier, Salon du livre de Carhaix 2014


Sellet ivez ouzh

Z