Absolvenn dre vuntr.
Autoren : TREMAYNE Peter ; MAHE Jean-Michel (Troet gant)
Ti-embann_Embanner : An Alarc'h EmbannadurioùPreis : 14 euro
Emaomp er bloaz 664. En un abati e Norzhumbria eo bet bodet, gant ar roue Oswy, pennoù bras an ilizoù keltiek ha roman. Da heul ar breudoù-se e vo divizet hag-eñ e kendalc'ho ar rouantelezh da heuliañ gizioù an iliz keltiek pe hag-eñ e tuo gant doareoù Roma.
Bec'h ha sach a zo etre an daou duad, ha setu ma vez kavet lazhet un abadez eus Iwerzhon, mignonez d'ar c'hoar Fidelma. Homañ ziwezhañ a zo ul leanez eus Iliz Keltia, met ivez ur plac'h a lezenn a live uhel, barrek da zirouestlañ an enklaskoù luzietañ. Evit ma vo neptu an enklask e vez lakaet da geveilad dezhi ur manac'h sakson,
Eadulf.
Goulennet e vo diganto kavout penn d'ar marv-se pa glask an daou duad ober o mad eus ar gwall zegouezh-se evit lakaat an traoù da strakañ...
Gwashañ pezh a zo evito, kenderc'hel a ra an drouklazhoù en abati...
"Absolvenn dre vuntr" eo enklask kentañ ar c'hoar Fidelma. Un heuliad a ra berzh er bed a-bezh pa'z eus bet gwerzhet ouzhpenn tri milion a skouerennoù betek-henn ha lakaet en un ugent yezh bennak. (Hervez an diverradenn war gein al levr).
N° | Signatur | Bar-code | Kommentare | |
---|---|---|---|---|
1 | 000025 | [verfügbar] |
YVormerken
|
|
2 | 000026 | [verfügbar] |
YVormerken
|