Levr

O
     

-A +A

Nomenoe - Oe ! : Pezh-c'hoari e nav arvest.

Oberour(ien) : RIOU Jakez ; MAZE Steven (Golo gant) ; DREZEN Youenn (Rakskrid gant) ; KERMOAL Pierrette (Rakskrid gant)

Ti-embann_Embanner : Aber (Embannadurioù)
ISBN/ISSN : 978-2-916845-12-8

Kot :
LBR.2(RIO) - Doc n° : 12511
2010 - 158 pajenn


Doare :
C'hoariva
Yezh : Brezhoneg / Brezhoneg Modern

E-barzh/Staget : Rakskrid ; Meneger an oberennoù ; Meneger an danvezioù ; Pezh(ioù)-c'hoari

Priz : 13 euro

Ur bennoberenn eus al lennegezh vrezhon ha bedel. "Breizh digabestret ! ... Nag a vrud e kêr Redon, bremaik, pa vo savet an heol. Nag a levenez pa zegouezho war ar blasenn, Nomenoe, ar marc'heg hollc'haloudek, gant e varc'hegourien daer, sonn o fenn, feroni an emgann ha levenez an trec'h en o selloù talarek."

Brud ? Levenez ? Emañ ar Breur Gwennoll en arvar da vezañ disouezhet... N'eo ket sur emañ an holl prest da lidañ an trec'h na da enoriñ an trec'hour. Hag asantiñ a raio Nomenoe e-unan d'al lidoù aozet evitañ ? Da gentañ, pelec'h emañ Nomenoe ? Ha dreist-holl, piv eo, evit gwir ?

Jakez Riou (1899-1937) zo unan eus krouerion al lennegezh vrezhon arnevez. Perzh a gemeras e Gwalarn adal ar bloavezhioù kentañ, war un dro gant Roparz Hemon, Abeozen, hag evel just e geneil Youenn Drezen. Liesek eo e skridoù : pezhioù-c'hoari, kevellennoù, barzhonegoù, romantoù... (Hervez an diverradenn war gein al levr.

Deskriverioù : Breizh / Nevenoù / Emgann Ballon (845) / Frankiz
Kot Dewey : 891.682(RIO)
Embannadur : Pevare embannadur
Embann. Kentañ : Skrid ha Skeudenn, Roazhon 1941
Adembannadur : Brest : Embannadurioù Emgleo Breiz/Brud Nevez, 1970 - Brest : Embannadurioù Emgleo Breiz/Brud Nevez, 1996

Nbre d'exemplaires : 2 (KDSK Gwened - KDSK Bro-Naoned)

Exemplaires

Cote Code barre Commentaire
1 [disponible] YRéserver
2 [disponible] YRéserver

Sellet ivez ouzh

Z