A-youl ar gwent.
Oberour(ien) : KERMOAL Pierrette ; MAZE Steven (Golo gant)
Ti-embann_Embanner : Aber (Embannadurioù)E-barzh/Staget : Rakskrid ; Stagadenn(où) ; Meneger an oberennoù ; Meneger an danvezioù
Priz : 15 euro
Pa seller ouzh oberenn Roparz Hemon evel un hollad, e weler e tizh, en tu-hont d'al lennegezh marteze, ur vent na gaver nemet gant ar skrivagnerion vrasañ : e-ser krouiñ furmoù lennegel, ha drezo, e sav an aozour ur preder. Ket ur preder a-ziagent pe un damkaniezh a ve kefridi an oberennoù diskouez, dedalvezout pe brouiñ, hogen ur preder bev amparet kammed-ha-kammed dre ar c'hrouiñ lennegel, eus un oberenn d'eben. Roparz Hemon ne zegas respont ebet : ar skrivañ gantañ zo imbourc'h, skrivañ a ra evit anavezout, evit dizoleiñ.
A-youl ar Gwent a ginnig d'al lenner dont da gemer perzh d'e dro en ergerzhadenn, e bed kevrinus ar varzhoniezh. (hervez an diverradenn war gein al levr).
Arbennigourez eus Roparz Hemon, Pierrette Kermoal he deus embannet meur a studienn diwar-benn e skridoù. En o zouez Eus Gwarizi Vras Emer da vMari Vorgan (Preder 1968) ; Un Ene Tan (Preder 2002) gouestlet d'ar romantoù ha d'ar c'hevellennoù ; "Arvezioù eus c'hoariva Roparz Hemon" (Liorzh al Lennegezh, Aber 2006).
N° | Cote | Code barre | Commentaire | |
---|---|---|---|---|
1 | [disponible] |
YRéserver
|
||
2 | [disponible] |
YRéserver
|
||
3 | [disponible] |
YRéserver
|