Sekred ar roc'h zu.
Oberour(ien) : TODD-STANTON Joe ; MERIEN Tifenn (Troet gant) ; DUPUY Yann-Fulup (Reizhadurioù gant) ; JAKEZ-VARGAS Liza (Adlennet gant) ; GUILLOUZIC-GOURET Brendan (Maketenn gant)
ISBN/ISSN : 978-2-9570027-2-6Priz : 14 euro
Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc'h Zu.
Ur roc'h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ?
Un devezh, evit gouzout hiroc'h, e pign Erin e bag pesketa he mamm...
[Diouzh golo al levr]
____________
Gant Joe TODD-STANTON eo bet savet al levr brav-mañ, ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levr « Juluan hag al louarn » (« A Mouse called Julian ») a zo bet embannet gant TIMILENN e 2020 dija, ha c'hoant hon eus bet labourat adarre war ul levr savet gantañ.
Evel evit « Juluan hag al louarn » omp bet plijet gant istor « Sekred ar Roc'h Zu », a gont un istor plijus, liammet d'un dudenn ha d'e endro tost. Ar wech-mañ e heuliomp troioù-kaer Erin. Mamm Erin a zo peskaeterez, ha kaset e vimp neuze kaset war vor evit dizoleiñ kalz traoù dreistordinal... Tresadennoù Joe TODD-STANTON a zo atav ken brav ha gant kalz munudoù, gant kalz livioù hag un donezon splann evit tresañ loened, da skouer. An istor brav-se a ra al liamm ivez gant stourmoù ekologel ha goulennoù liammet d'an endro. Plijout a raio d'ar vugale adalek 5-6 vloaz, ha d'an dud deuet ivez.
Gant ar gevredigezh TIMILENN staliet e Bro-Naoned eo bet prenet ar gwirioù evit treiñ al levr-mañ. Klotañ a ra al levr gant pal ar gevredigezh, da lâret eo reiñ c'hoant da lenn d'an holl vugale, koulz reoù gant diaesterioù lenn (disleksiezh da skouer) pe get : moullet eo war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc'h, kement skeudenn a glot mat gant an destenn, etrelinennoù bras a zo...
Moullet eo bet al levr e Breizh gant Cloître, war baper brav ha gant ur golo kartoñs solud hag a-galite.
N° | Cote | Code barre | Commentaire | |
---|---|---|---|---|
1 | 003881 | [disponible] |
YRéserver
|
|
2 | 003882 | [disponible] |
YRéserver
|