Keridwal : Barzhaz.
Oberour(ien) : SEUBIL gKERNAUDOUR Herve
Ti-embann_Embanner : Mouladurioù Hor YezhE-barzh/Staget : Meneger an danvezioù ; Geriaoueg
Prijs : 9 euro
Ar braz eus ar barzhonegoù a ya d'ober ar barzhaz-mañ zo bet embannet e-barzh Al Liamm etre 1984 ha 2016. Ar stroll anezhe a ya d'ober un oberenn kempoell ha dibar. Awenet-kreñv eo an aozer koulz gant bed kevrinus ar Grennamzer ha gant ar sonerezh. A-bouez eo kellusk ha sonusted ar gwerzennoù evitañ, ac'hane an arver a ra en e varzhoniezh eus ar c'hlotennoù-diabarzh € un doare gwerzaouiñ en e vleuñv e brezhoneg en amzer-hont.
Barzhonegoù hiraezhus a lennfer amañ diwar-benn karantezioù dizeürus pe kuzh, diwar-benn ar marv hag ar bed all... barzhonegoù deskoni hag a denn da harozed an Daol-Grenn € meur a live-meizañ dezhe € koulz ha reoù diwar-benn un dodenn hollvedel evel al Loar.
Keridwal, lec'h a galon, morse perc'hennet, gweladennet e kuzh, faltaziet dindan pluenn an aozer, a ziskuilh dimp darn eus e gevrinoù. (Hervez an diverradenn war gein al levr).
Nr | Plaatscode | Streepjescode | Annotatie | |
---|---|---|---|---|
1 | 002948 | [beschikbaar] |
YReserveren
|
|
2 | 002949 | [beschikbaar] |
YReserveren
|