Teulioù  DANIEL Tangi | enrolladenn kavet : 11

O
     

-A +A

Dibab war ober (0) : Dibab pep tra / Diziuzañ an dibaboù

P Q


y

Seizh studier, ur c'helenner... e-barzh kegin ar cité U !
Deuit da gejañ gant Gwenola, eus Menez Are (baba cool penn kil ha troad), Katell eus Kastell-Paol (ma Doue benniget !), Meriadeg an emsaver (ganet ha maget e Breizh), Aleksandru eus Roumania, Bleuenn eus Pariz... Emaint tout o studial er skol-veur. Ha nag a draoù o deus da gontañ pa vezont bodet e-barzh kegin ar cité U : kentelioù, karantez, dilhad, boued, paotred, merc'hed, labour....

... Lenn [+]

y

Ur grip dalc'hus eo Columbo (Peter Falk), lemm e spered, met daouarn yod ha penn-avel anezhañ war ar memes tro. Daoust d'e stumm tort ha d'e zilhad en pilhoù ez eo un enklasker donezonet-kaer, a vez sachet e evezh gant an disterañ munudoù. Ar re en em gav tal-ouzh-tal gantañ, ar vuntrerien, a zo bourc'hizien pinvidik peurliesañ, o dez dispriz outañ rak e neuz.
Frealzus gant ar vuntrerien e penn-kentañ, a vod ganto pe bamet dirazo, e teu ...

... Lenn [+]

y

Ur c'hi dreist-ordinal eo Kornil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matematek kemplezh zoken !
Met n'eo ket bet diskouezet e varregezhioù d'ar re-all, aon gantañ dont da vezañ ur gozig etre daouarn ar skiantourien ? Cheñch a ra e vuhez klet ha trankil d'an deiz m'eo gopret ur c'hrennard yaouank anvet Bernez gant e vestroù da vezañ dog-sitter. Rak diguzhet eo bet e sekred gantañ. (Hervez an diverradenn war golo ...

... Lenn [+]

y

Tresadennoù bev plijus, farsus tre. 12 anezho a vo kavet en DVD-mañ evit ur badelezh a 140 mn. Kavet 'vo ivez e 'bonus' : karaoke ar jenerik, 6 fichenn diwar-benn an tudennoù ha 3 c'hoari war an urzhiaterez (lodenn ROM war PC hepken).
Souezhus a-walc'h eo amezeien Lizig a dra-sur : loened ur zoo int. Bep noz e teu mignonez ar jirafenn da gerc'hat anezhi en he gwele. Ur wech degouezhet er zoo e klev ur c'haer a istor gant unan deus al loened. ...

... Lenn [+]

y

Melkoniek eo Pêr-Jakez. O huñvreal emañ gant e vugaleaj e Breizh, gant e dad bet kaset d'ar brezel, gant e vamm he doa desavet anezhañ, gant e dad-kozh bet divadoù e vuhez-pad. Dont a ra da soñj dezhañ ivez ne veve ar re baour nemet diwar o orgouilh d'ar c'houlz-se. (Hervez an diverradenn war golo an DVD).

... Lenn [+]

y

Kinniget e doare DVD doubl "12 Labour Asteriks + Asteriks ha Kleopatra".
Er bloaz 50 araok J-K. Dalc'het eo Galia gant ar Romaned war bouez ur gêriadennad a stourm, c'hoazh hag adarre, ouzh an alouberien. Goude bezañ klevet e oa galloudoù gwir zoueed d'ar C'halianed disuj-se, e tiviz Jul Kaezar daeañ anezhe. Asteriks hag Obeliks a ranko neuze talañ ouzh daouzek amprouenn.

Ma teuont a-benn anezhe, en deus touet Kaezar ez aio kuit hag e roio e c...

... Lenn [+]

y

Bugel e gloc'hig
Ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c'hoadoù, gant paotr-al-lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc'h. En e zorn e oa ur gloc'hig. Desavet eo bet Charlie e ti an emzivaded, asambles gant c'hwec'h bugel all. Komz a ra alies d'e gloc'hig kaezh ha klask a ra kompren kevrin e c'hanedigezh. Nebeut a-raok Nedeleg, ez a paotr-al-lizhiri da gas al lizhiri bet skrivet gant ar vugale d'an Tad Nedeleg. Asambles gantañ emañ Charlie...

...

... Lenn [+]

y

Tresadennoù bev plijus, farsus tre. 12 anezho a vo kavet en DVD-mañ evit ur badelezh a 140 mn. Kavet 'vo ivez e 'bonus' : karaoke ar jenerik, 6 fichenn diwar-benn an tudennoù ha 3 c'hoari war an urzhiaterez (lodenn ROM war PC hepken).
Souezhus a-walc'h eo amezeien Lizig a dra-sur : loened ur zoo int. Bep noz e teu mignonez ar jirafenn da gerc'hat anezhi en he gwele. Ur wech degouezhet er zoo e klev ur c'haer a istor gant unan deus al loened. ...

... Lenn [+]

y

Un tigr yaouank, fentus ha leun a startijenn eo Brendanig. Kalonek ha kurius eo ivez. Bemdez e sav ur goulenn nevez ouzh e vignon Ganesh, un Indian leun a furnez. Bep tro, evit respont dezhañ a-zoare, e vez kaset Brendanig gant Ganesh war e radell d'ober ur veaj vurzhudus en tu all deus al lamm-dour hud.
BONUS : Karaoke ar jenerik, 2 fichenn diwar-benn an tudennoù, 3 c'hoari war an urzhiaterez (PC).
Padelezh ar film : 60 mn - Rannoù : 12 - 1 ...

... Lenn [+]







Z