Dokumente  Dizale | gefundene record : 21

O
     

-A +A

Laufende Auswahl (0) : Alles auswählen / Deselect all

P Q


y

E kreiz ar bloavezhioù 1950 emañ ar c'hapiten Blake hag ar c'helenner Mortimer o vont a-enep d'ar c'horonal Olrik, o enebour touet. D'ur mare ma oa c'hoazh ar skiant ur bed faltaziek e kaso troioù-kaer Blake ha Mortimer d'un emgann dibaouez a-enep d'an tu droug n'eus forzh peseurt stumm a c'hellfe hemañ implij. (Hervez an diverradenn war golo an DVD).

... More [+]

y

Ar 17 istor berr-mañ a blijo d'ar vugale 2-8 vloaz. Treserien liesseurt ha konterien disheñvel o deus kemeret perzh er raktres, evit brasañ plijadur an holl. Savet eo bet ar sonerezh gant Henri Dès. Posupl eo kaout sikour gant an istitloù, e brezhoneg pe e galleg. (Hervez an diverradenn war golo an DVD).

... More [+]

y

An 18 istor berr-mañ a blijo d'ar vugale 2-8 vloaz. Treserien liesseurt ha konterien disheñvel o deus kemeret perzh er raktres, evit brasañ plijadur an holl. Savet eo bet ar sonerezh gant Henri Dès. Posupl eo kaout sikour gant an istitloù e brezhoneg pe e galleg. (Hervez an diverradenn war golo an DVD).

... More [+]

y

Ur c'hoari skinwel savet evit krennarded eo "Pennoù Pentur".
Liseidi ha skolajidi eus 8 skol divyezhek deuet eus Breizh a-bezh o deus kemeret perzh en abadenn-mañ bet kendroduet gant Gwengolo Filmoù ha Dizale.
Pep rann eus ar rummad abadennoù a gas div skipailh 5 krennard war tachennoù Paint-Ball un tamm pep lec'h e Breizh. Kenstrivañ a ra ar c'hoarierien e 3 c'hrogad paint-ball bep tro met goulennet e vez gante diskouez ivez o barregezh arzel ...

... More [+]

y

Melkoniek eo Pêr-Jakez. O huñvreal emañ gant e vugaleaj e Breizh, gant e dad bet kaset d'ar brezel, gant e vamm he doa desavet anezhañ, gant e dad-kozh bet divadoù e vuhez-pad. Dont a ra da soñj dezhañ ivez ne veve ar re baour nemet diwar o orgouilh d'ar c'houlz-se. (Hervez an diverradenn war golo an DVD).

... More [+]

y

Bugel e gloc'hig
Ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c'hoadoù, gant paotr-al-lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc'h. En e zorn e oa ur gloc'hig. Desavet eo bet Charlie e ti an emzivaded, asambles gant c'hwec'h bugel all. Komz a ra alies d'e gloc'hig kaezh ha klask a ra kompren kevrin e c'hanedigezh. Nebeut a-raok Nedeleg, ez a paotr-al-lizhiri da gas al lizhiri bet skrivet gant ar vugale d'an Tad Nedeleg. Asambles gantañ emañ Charlie...

...

... More [+]

y

Seizh studier, ur c'helenner... e-barzh kegin ar cité U !
Deuit da gejañ gant Gwenola, eus Menez Are (baba cool penn kil ha troad), Katell eus Kastell-Paol (ma Doue benniget !), Meriadeg an emsaver (ganet ha maget e Breizh), Aleksandru eus Roumania, Bleuenn eus Pariz... Emaint tout o studial er skol-veur. Ha nag a draoù o deus da gontañ pa vezont bodet e-barzh kegin ar cité U : kentelioù, karantez, dilhad, boued, paotred, merc'hed, labour....

... More [+]

y

Ur grip dalc'hus eo Columbo (Peter Falk), lemm e spered, met daouarn yod ha penn-avel anezhañ war ar memes tro. Daoust d'e stumm tort ha d'e zilhad en pilhoù ez eo un enklasker donezonet-kaer, a vez sachet e evezh gant an disterañ munudoù. Ar re en em gav tal-ouzh-tal gantañ, ar vuntrerien, a zo bourc'hizien pinvidik peurliesañ, o dez dispriz outañ rak e neuz.
Frealzus gant ar vuntrerien e penn-kentañ, a vod ganto pe bamet dirazo, e teu ...

... More [+]

y

Un tigr yaouank, fentus ha leun a startijenn eo Brendanig. Kalonek ha kurius eo ivez. Bemdez e sav ur goulenn nevez ouzh e vignon Ganesh, un Indian leun a furnez. Bep tro, evit respont dezhañ a-zoare, e vez kaset Brendanig gant Ganesh war e radell d'ober ur veaj vurzhudus en tu all deus al lamm-dour hud.
BONUS : Karaoke ar jenerik, 2 fichenn diwar-benn an tudennoù, 3 c'hoari war an urzhiaterez (PC).
Padelezh ar film : 60 mn - Rannoù : 12 - 1 DVD ...

... More [+]

y

Tresadennoù bev plijus, farsus tre. 12 anezho a vo kavet en DVD-mañ evit ur badelezh a 140 mn. Kavet 'vo ivez e 'bonus' : karaoke ar jenerik, 6 fichenn diwar-benn an tudennoù ha 3 c'hoari war an urzhiaterez (lodenn ROM war PC hepken).
Souezhus a-walc'h eo amezeien Lizig a dra-sur : loened ur zoo int. Bep noz e teu mignonez ar jirafenn da gerc'hat anezhi en he gwele. Ur wech degouezhet er zoo e klev ur c'haer a istor gant unan deus al loened. ...

... More [+]

2 y

Ur film faltazi e brezhoneg evit ar wech kentañ ! Muioc'h 'vit 3 eurvezh film gant Christophe Malavoy (eilmouezhiet gant Yann-Erle Gourves) o c'hoari Guillaume Seznec. Un 40 komedian bennak zo bet galvet gant Dizale evit kas da-benn stumm brezhonek ar film. Istitloù brezhonek zo tu dibab, ar pezh a c'hello sikour an deskarded kalz.
Bet kondaonet d'ar galeoù e 1924 evit bezañ lazhet un den ne oa ket bet adkavet e gorf biskoazh, n'en doa ket ...

... More [+]

y

Ur film faltazi e brezhoneg evit ar wech kentañ ! Muioc'h 'vit 3 eurvezh film gant Christophe Malavoy (eilmouezhiet gant Yann-Erle Gourves) o c'hoari Guillaume Seznec. Un 40 komedian bennak zo bet galvet gant Dizale evit kas da-benn stumm brezhonek ar film. Istitloù brezhonek zo tu dibab, ar pezh a c'hello sikour an deskarded kalz.
Bet kondaonet d'ar galeoù e 1924 evit bezañ lazhet un den ne oa ket bet adkavet e gorf biskoazh, n'en doa ket ...

... More [+]

y

Tresadennoù bev plijus, farsus tre. 12 anezho a vo kavet en DVD-mañ evit ur badelezh a 140 mn. Kavet 'vo ivez e 'bonus' : karaoke ar jenerik, 6 fichenn diwar-benn an tudennoù ha 3 c'hoari war an urzhiaterez (lodenn ROM war PC hepken).
Souezhus a-walc'h eo amezeien Lizig a dra-sur : loened ur zoo int. Bep noz e teu mignonez ar jirafenn da gerc'hat anezhi en he gwele. Ur wech degouezhet er zoo e klev ur c'haer a istor gant unan deus al loened. ...

... More [+]

y

Kinniget e doare DVD doubl "12 Labour Asteriks + Asteriks ha Kleopatra".

Er bloaz 50 araok J-K. Dalc'het eo Galia gant ar Romaned war bouez ur gêriadennad a stourm, c'hoazh hag adarre, ouzh an alouberien. Goude bezañ klevet e oa galloudoù gwir zoueed d'ar C'halianed disuj-se, e tiviz Jul Kaezar daeañ anezhe. Asteriks hag Obeliks a ranko neuze talañ ouzh daouzek amprouenn.
Ma teuont a-benn anezhe, en deus touet Kaezar ez aio kuit hag e roio e ...

... More [+]

y

- 48 pajenn
ISBN 2-86824-012-7

Deuit gant Yakari d'ober anaoudegezh gant plaenennoù bras kornôg Amerika, asambles gant Kurunig e bone feal ha gant Kanevedennig hag Had Ejen Moueek, e vignoned. Ken digabestr hag an avel eo Yakari, ar Siou bihan oadet a nav vloaz. Ur paotr tomm ouzh e frankiz ha digor-spered eo. Yakari a ray deoc'h d'ober anaoudegezh gant buhez al loened hag an Natur c'hlan a zo ken a-bouez evit an Indianed.
10 rann.
Istitloù e galleg.
(Hervez an dive...

... More [+]

y

Ur c'hi dreist-ordinal eo Kornil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matematek kemplezh zoken !
Met n'eo ket bet diskouezet e varregezhioù d'ar re-all, aon gantañ dont da vezañ ur gozig etre daouarn ar skiantourien ? Cheñch a ra e vuhez klet ha trankil d'an deiz m'eo gopret ur c'hrennard yaouank anvet Bernez gant e vestroù da vezañ dog-sitter. Rak diguzhet eo bet e sekred gantañ. (Hervez an diverradenn war golo ...

... More [+]

y

Petra c'hoarvez 'ta pa ya kuit ul louarnig fripon, kalonek ha fri-furch deus e doull klet, war ar maez, a-benn dizoloiñ ur gêriadenn dianvez ha dañjerus ?
Fentus ha souezhus-kenañ eo troioù-kaer Pablo hag e vignoned. Kontet e vo deoc'h o buhez entanus e bed an dud, ur bed iskis, burzhudus ha spontus ivez a-wechoù. (Hervez an diverradenn war golo an DVD).

... More [+]

y

Setu 17 istor hag a blijo d'ar vugale etre 2 hag 8 vloaz. Skeudennaouet ha kontet eo pep hini gant komedianed (en o zouez emañ Nolwenn Korbell !) ha treserien a bep seurt. Sonerezh vrav savet gant ar c'haner brudet Henri Dès a glever zoken ! Plijadur evit an holl a-benn ar fin, kozh ha yaouank ! Istitloù e galleg hag e brezhoneg evit aesaat ar c'hompren.

Ces 17 histoires plairont aux enfants de 2 à 8 ans. Elles sont contées et illustrées par ...

... More [+]







Z