Documents  | records matching : 15 572

O

-A +A

Current selection (0) : Select all / Deselect all

P Q

y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-9570027-2-6

Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc'h Zu.
Ur roc'h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ?
Un devezh, evit gouzout hiroc'h, e pign Erin e bag pesketa he mamm...

[Diouzh golo al levr]
____________
Gant Joe TODD-STANTON eo bet savet al levr brav-mañ, ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levr « Juluan hag al louarn » (« A ...

... More [+]

y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-9570027-2-6

A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se.
Met daoust ha kenderc'hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c'houviad dic'hortoz da goaniañ ?
Pe en em rento kont neuze n'eo ket ken fall-se kaout ur mignon evit eskemm, a-benn ar fin...

[Diouzh golo al levr]
___
Adalek 3 bloaz. Levr azasaet ouzh ar vugale disleksek.

... More [+]

y

- 75 pajenn
ISBN 978-2-916835-99-0

Tri devezh, un danevell o c'hoarvezout en Istanboul e Turkia er bloavezhioù 50 e-metoù ar gumuniezh c'hresian, da-geñver un darvoud istorel nebeut anavezet.
Ur vombezenn lakaet e ti genidik Ataturk, ha sede ar C'hresianed lakaet penn kaoz anezhi.
Unan eus ar gumuniezh-se, Vasilis, gantañ ur stal dilhad, eo tudenn bennañ an istor. "Ne vern pelec'h war ar bed e emell ar C'hresianed en un dra bennak e tougomp-ni an toaz d'ar forn" emezañ. Hag ar ...

... More [+]

y

- 64 fajenn
ISBN 2-86824-343-0

Pa ne oa ket tud Aziliz evit gouzañv endro bevañ o amzer ken, o doa asantet bezañ skornet evit bezañ dihunet kantvedoù pelloc'h, d'ur mare m'eo deuet o bro da vezañ didud ha disaotr, ha sevel ur geoded diouzh o doare. N'eus ket deuet ganto, siwazh, pezhioù erlerc'hiañ a-walc'h evit lakaat o holl vekanikoù da badout gwall bell. Klasket e vez e rivinoù ar c'hêrioù aet da get ar pezh a vank dezho, hag e-kerzh unan eus ar furchadegoù-se e kavo tad ...

... More [+]

y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-9570027-1-9

A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se.
Met daoust ha kenderc'hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c'houviad dic'hortoz da goaniañ ?
Pe en em rento kont neuze n'eo ket ken fall-se kaout ur mignon evit eskemm, a-benn ar fin...
[Diouzh golo al levr]

... More [+]

y

- 176 pajenn
ISBN 978-2-36833-233-7

Teir lizherenn e kreizig kreiz SKEUDENNOÙ evel ma vefe kalon ar ger. Un diverrrad deus kenedelezh denelour Fañch an Henaff, grafour-skritellour gant e oberenn dibar, eus Polonia da Vreizh, met ivez krouer tipografek hag arnavesaer an hengounioù... (Hervez an diverradenn war gein al levr)

... More [+]

9 y

- 812 pajenn
ISBN 978-2-916745-31-2

Kavet e vo amañ un dibab testennoù tennet a oberoù skrivagnerion a Vro-Gwened.

Lod ag ar skrivagnerion-se a zo anavet, brudet zoken evit un dornad anezhe, lod arall a zo dianav pe dost.

Brudet eo Loeiz Herrieu, Yann-Vari Heneu, brudet eo Yann-Ber Kalloc'h ivez. Anavet eo Loeiza ar Meliner ha Roperzh ar Mason, met bihan a dud a anav Jozeb Seveno, Anna Jehanno, Matelin ar Gallig, Pier Tangi... Ha piv en deus bet tro da lenn lod ag ar pezh a zo ...

... More [+]

y

- 80 pajenn
ISBN 978-2-36758-108-8

Moc'h dieubet ne ouezet ket gant piv.
Ur strollad FLP ha KGB deuet ne ouezer ket eus pelec'h.
Ur c'homite "ur pemoc'h e pep ti" o plantañ reuz.
Ur gouarnamant o pennfoliñ, produerien tri-mil enervet, ekologourien dirollet...

Petra eo ar freuz-se e Breizh ?
El lagenn emañ an archerien, ha neuze ? Lakait fiziañs en daouad a gazetennerien, brudet ha lemm o spered, gwenn hag adu evit degas ar moc'h bihan d'ar gêr.

[Diouzh golo al levr]

... More [+]

y

- 80 pajenn
ISBN 978-2-37133-226-3

Distro eo Fañch Duye diouzh ar Brezel bras, e Plougerne e 1917.
Adkavout a ra e wreg Mari hag e vugale, Emilie, Jopig, Finn, Chelig ha Visantig.
Adkregiñ a ra en e vicher vezhinaer gant e varch Baian hag e vag, ar "Santez-Anna".
Jopig, daouzek vloaz, zo o teskiñ ar vicher gant e dad.
E miz genver 1918 e ya Fañch hag ar marc'h Baian da labourat gant an Amerikaned.
Emaint o sevel ur greizenn dournijerezed war Enez Derc'h, e genoù an Abe...

... More [+]

y

- 109 bajenn

... More [+]

y

- 143 fajenn
ISBN 978-2-36785-021-4

Qui des hommes ou des femmes prennent la décision de la langue à transmettre ?
Au moment de se marier, les 5 femmes trégoroises de notre enquête sociologique, qui parlent encore breton avec leurs petits enfants, ont-elles choisi volontairement de transmettre la langue de leurs pères plutôt que celle du maître d'école ? Les filles ont-elles un comportement différent des garçons face à la langue des origines ? Telles sont les questions que tente ...

... More [+]

y

- 159 fajenn
ISBN 978-2-36312-002-1

Cet ouvrage est d'abord destiné à aider les étudiants de breton, de l'université comme des cours du soir, mais il sera également utile à toutes les personnes dites « néobretonnantes » qui souhaitent améliorer leur expression écrite, et surtout orale, en langue bretonne.
Le principe du livre est le suivant : s'il est vrai que dans le cours de tout apprentissage les erreurs sont normales, elles sont surtout faites pour être corrigées. L'auteur se ...

... More [+]

y

- 71 pajenn
ISBN 978-2-86824-329-4

Tamara eo va anv. Pemzek vloaz on. Bevañ a ran gant va zud e-kreiz Breizh-Izel abaoe seizh vloaz. Dont a reomp eus Tchetchenia m'on bet o vevañ er menez p'edon bihan gant va mamm, e ti va zud-kozh.

[Diouzh golo al levr]

... More [+]

y

- 294 pajenn
ISBN 978-2-917681-51-0

Brudet eo Padrig ar Besko, doktor skol-veur Roazhon 2 war ar yezhoù keltiek, evit e studiadennoù niverus ha pouezus war rannyezhouriezh ar yezhoù keltiek. En taol-mañ e ro dimp frouezh e labour war ar manaveg e stumm un dornlevr. Kinnig a ra ivez enrolladennoù ar c'hentelioù. Seul briziusoc'h an dornlevr-mañ.

[Diouzh golo al levr]

... More [+]

y

- 242 bajenn
ISBN 978-2-917681-47-3

En 1829, paraissait à Morlaix une modeste encyclopédie populaire en breton : les Conferançou curius* L'entreprise pouvait surprendre quelques notables citadins pour qui l'éducation passait nécessairement par le français, mais Alexandre-Louis-Marie Lédan (1777-1855) n'en était pas et son petit livre devait remporter un certain succès.

À quelle distance se trouve la Lune de nous ? Comment la pluie se forme-t-elle ? Quelles sont les mµurs ...

... More [+]

y

- 141 bajenn
ISBN 978-2-917681-49-7

Hag a-nevez gant ar c'hlaskerezh ?
Labour selaou (ha plijadur!) en devez an neb a gar dont da Roazhon da zervezhioù studi ar strollad Brezhoneg ha Keltieg ha sed amañ un dastumad pennadoù savet diwar ar prezegennoù bet displeget abaoe tri bloaz.
Lenn a c'hellot preder ur rummad klaskerezed ha klaskerien yaouank diwar-benn lennegezh, yezhoniezh, pedagogiezh* ar brezhoneg hag ur brederiadenn bennak all bet aozet gant klaskerien deuet eus a ...

... More [+]

y

- 212 pajenn
ISBN 978-2-916745-33-6

Remont Delaporte ha Reun ar C'halan, daou zen eus ar C'hastell-Nevez ganet e derou an XXvet kantved, an hini kentan en ur familh pinvidik a-walc'h diazezet mat er vro hag an eil e atant un troc'her-buzhug, treut ar peurin gantan. Dre envorennou skrivet Remont Delaporte ha gant arroudou eus ar re savet gant Reun ar C'halan, e kinniger el levr-man heulian planedennou souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentou dishenvel-rik e-pad prantadou ...

... More [+]

y

- 187 pajenn
ISBN 978-2-916835-94-5

Piv e Breizh n'anavez ket Jorj Cadoudal ? Jorj, komper Étienne Rivoallan ar soner bombarb brudet, Jorj ar paotr drant ha seder tomm e galon ouzh e vro hag ouzh ar sevenadur pobl, Jorj ar peizant, saver-deñved e Brenniliz, Jorj hag e vinioù er stourmoù sokial e-pad ouzhpenn 70 vloaz, Jorj koshañ soner binioù Breizh, ezel eus Re an Are?

Gras d'un enrolladenn kaset da benn gant Gege Gwenn e 2017 e c'hallo al lenner heuliañ Jorj Cadoudal en un ...

... More [+]

y

- 70 pajenn
ISBN 979-10-90456-41-9

Graet eo ar rimadelloù evit plijadur an deskerien. Ha ganto e tesker gerioù e-leizh ha framm ar yezh. Gant 100 rimadell e c'haller deskiñ un toullad mat a draoù, sur ha n'eo ket marteze.

***
Ce petit livre propose 100 comptines en langue bretonne, destinées aux enfants de nos classes de l'enseignement primaire, mais aussi aux apprenants de tous âges. La plupart sont des compositions récentes et inédites, destinées à répondre aux besoins des ...

... More [+]

y

- 74 pajenn
ISBN 979-10-90456-39-6

Darn a ra mousc'hoarzhoù treut pa glevont ur fentigell, darn a c'hoarzh en o dorn, darn all en o gwerenn, ha re all e-leizh o c'horzailhenn. N'eo ket se a viro ouzhimp da gontañ bourdoù ha bidennoù, diwar-goust ar pennoù bras hag ar revrioù strizh.
Lod a fic'ho, lod all a feuko, ha mamm-gozh a fringo.
Setu amañ ur forniad all a farsadennoù, eus ar seurt na gaver ket el levrioù sirius.
C'hoarzho neb a garo.

[Diouzh golo al levr]

... More [+]







Z