Nevezentioù e brezhoneg  | records matching : 130

O

-A +A

Current selection (0) : Select all / Deselect all

P Q

y

- 176 pajenn
ISBN 978-2-36833-233-7

Teir lizherenn e kreizig kreiz SKEUDENNOÙ evel ma vefe kalon ar ger. Un diverrrad deus kenedelezh denelour Fañch an Henaff, grafour-skritellour gant e oberenn dibar, eus Polonia da Vreizh, met ivez krouer tipografek hag arnavesaer an hengounioù... (Hervez an diverradenn war gein al levr)

... More [+]

y

- 71 pajenn
ISBN 978-2-86824-329-4

Tamara eo va anv. Pemzek vloaz on. Bevañ a ran gant va zud e-kreiz Breizh-Izel abaoe seizh vloaz. Dont a reomp eus Tchetchenia m'on bet o vevañ er menez p'edon bihan gant va mamm, e ti va zud-kozh.

[Diouzh golo al levr]

... More [+]

y

- 196 pajenn
ISBN 978-2-7368-0132-8

Er romant-mañ ez eus kaoz eus un amzer gwall drubuilhet en Aljeria. Ur vro bet trevadennet e-pad pell gant ar C'hallaoued ha gwallgaset he foblañs e-doug meur a vrezel da heul.
Anv zo ivez eus ur gumuniezhad vihan a vrezhonegerien o vevañ e kêr Alje, morse ne vo disoñjet ganto o yezh-vamm hag int-i pell mat eus o bro koulskoude.
Krogiñ a ra avel an dispac'h da c'hwezhañ. Kalz gwad a vo skuilhet, gwalldaolioù, tarzhadennoù ha lazhadegoù a vo hag ...

... More [+]

y

- 120 pajenn
ISBN 978-2-916835-91-4

Agata Kerjezuz, kelaouennerez a-vicher a zo stad enni. Emañ-hi e vakañsoù ha prest eo da vont da foetañ bro e-pad un toullad deizioù.
War un dro ez eus bet fiziet un afer iskis en enseller Feliks Evurus; ur c'horf dibennet ha didammet a zo bet kavet er skorn en ur vag touneta a Gonk-Kerne.
Gervel a ra e vignonez Agata kerkent ha n'eus mui kaoz neuze eus un ehan diskuizh eviti. Gant kred, prez, fouge ha spont a-wechoù e tispennont roudoù an hini ...

... More [+]

y

- 284 fajenn
ISBN 978-2-916835-88-4

Sell tri den disheñvel-krenn warno o-unan, war o bro o kemm ha war ar bed. Pep hini anezho o klask kaout levezon war egile gant doareoù disheñvel.
Nikhil, un den pinvidik a renk uhel, fur ha desket, ma'z eo evit emrenerezh e vro ne fell ket dezhañ gwelet ar beizanted o c'houzañv hag o vezañ gwazh eus ar feulster o ren.
Bimala, e wreg yaouank, sentus ha doujus, a zizolo tamm ha tamm, gant bennozh he gwaz, ar frankiz hag ar garantez entanus ha ...

... More [+]

y

- 78 pajenn
ISBN 978-2-86863-188-6

Goude Kan an enez c'hlas e kinnig deomp Alain Durel un dastumad nevez haiku divyezhek, Kan ar Mor-Bihan. Pe e vefe war inizi ar pleg-mor pe e chapelioù kozh dilezet, er festoù-noz pe er pardonioù, e sioulder tarzh-an-deiz pe el liorzhoù en o bleuñv, e klask ar skrivagner taolenniñ, gant un nebeud gerioù, e skiant-prenet eus ar beurbadelezh en ur serr-lagad. An distro d'an traoù simpl eo e varzhoniezh, d'ul lavar ordinal ha da gig ar bed, ur ...

... More [+]

y

- 168 pajenn
ISBN 978-2-86863-187-9

En islam n'eus na kloer na reizhkredenn wirion. Krouet eo bet a-ziwar un emsav denelour o ren ur stourm evit dieubidigezh ur bobl. Met tamm-ha-tamm eo en em droet an islam hengounel war-zu ul liderezh sonnet, ur speredelezh skoanet hag un divez a sujidigezh. Padal, abaoe kantvedoù, en arlez an islam hengounel, e kendalc'h kevrinourien nadel soufi ha prederourien boellel da adsevel ur speredelezh diazezet war an denelouriezh, an doujañs da ...

... More [+]

y

- 145 pajenn
ISBN 978-2-7368-0128-1

Koshaat n'eo ket dre ret mont war fallaat. Harozh an istor-mañ n'eo ket yaouank ken met dav lâret ez eus begon e-leizh ennañ c'hoazh. Ret eo dezhañ kuitaat e gêriadenn e Kreiz-Breizh ha n'eus dibab all ebet estreget mont gant red ar bed o virviñ er gêr vras en-dro dezhañ...
Petra c'hoarvezo neuze gant an tasmantoù a vez o vagañ e soñjoù liesoc'h-lies ken int deuet da vezañ ur samm evitañ ?

Jean Le Clerc de la Herverie en doa bet priz 2017 ar ...

... More [+]

y

- 262 bajenn
ISBN 978-2-7368-0131-1

Just a-raok Nedeleg eo bet skarzhet Holden Caulfield eus e lise cheuc'h. Kantren a raio neuze dre kêr New York e-pad tri devezh. Da heul ar paotr dreistkizidik, sorc'hennet gant ar seks ha heuget gant pilpouzerezh bed ar re vras e vo kaset al lenner. Tri devezh-pad evit ober anaoudegezh gant ar bourc'hiz yaouank ravoltet. Amzer d'en em dommañ outañ hag ouzh al luziet m'eo bed ar grennarded, da dizhout e ene tener dindan e zoareoù rebours ? ...

... More [+]

y

- 95 pajenn
ISBN 979-10-90456-33-4

Ne oa ket ral ar skridoù troet diwar ar galleg gwechall, nemet ne oant ket lennegezh peurliesañ. Er c'hantved-mañ e pleder muioc'h gant arz ar skrivañ ha setu skridoù a zindan pluenn unan eus mistri an danevelliñ, Guy de Maupassant. Norman ha Parizian e oa, ha beajiñ a reas ivez e Breizh, Provañs, Korsika, Aljeria. En holl vroioù-se e skrivas diwar-benn maouezed.

" Anaoudegezh a ris gant an Itron de Jadelle e Pariz, en hañv diwezhañ. Kenañ e ...

... More [+]

y

- 438 pajenn
ISBN 978-2-916835-87-7

En he romant Istor ar Vatezh Ruz e tezrevell Margaret Atwood diskar ar stad a wir e Stadoù-Unanet Amerika, moarvat e dibenn an ugentvet kantved. Renet eo ar vro, anvet Republik Gilead, gant puritaned eus ar strishañ.
Da heul gwallzarvoudoù nukleel, saotradurioù kimiek ha gwallreuzioù all eo aet feur genel ar boblañs war zigresk en un doare drastus. Un digarez evit ar renad nevez da zistreiñ d'an talvoudoù hengounel, hag evit saveteiñ an denelezh ...

... More [+]

y

- 374 pajenn
ISBN 978-2-916835-92-1

Katerina, merc'h ar c'homiser C'haritos hag alvokadez a vicher, difennourez ar re vunut hag ar repuidi, zo bet skoet ganti ha gwallgaset hep na vefe bet skoazellet gant ur poliser a oa e gward war al lec'h. Pemp den all a zo bet drouklazhet goude-se gant ur strollad anvet lGresianed ar bloavezhioù '50. C'haritos a rank talañ neuze ouzh skoilhoù a bep seurt: trafikerien dramm, ur melestradur breinet, an tu dehou pellañ, betek ar polis zoken ...

... More [+]

y

- 50 pajenn + 50 pajenn
ISBN 2-9512668-5-5

Evidoc'h-c'hwi e vo embannet Anjela, ur c'haer a levr divyezhek brezhoneg-galleg, a-benn adkavet Anjela dre he gerioù dezhi, ha gant doare tresañ Christelle Le Guen, barzhoniezh ennañ. El levr-mañ ho po ar blijadur da vont da heul Anjela war douaroù Treger he zud.
Kontañ a ra, er romant treset-mañ ur 100 pajennad bennak dezhañ en holl, pegen stag eo he c'halon ouzh Breizh he bro, ouzh ar beizanted hag o mod da vevañ, ouzh he yezh. Ha komz a ra ...

... More [+]

y

- 95 pajenn
ISBN 978-2-36312-080-9

Vos enfants sont dans une école bilingue breton/français et vous avez envie d'avoir un bagage minimum qui vous servira à suivre leur scolarité... Alors, ce kit est fait pour vous.

À travers des chapitres tels que la rentrée, le coin des bébés, le coin des ados, rassurer, la météo (essentiel pour les bretons), les vêtements, la nourriture, Halloween (une fête celte), les petits bobos etc., agrémentés des dessins de Maud Auvrignon, rythmés par ...

... More [+]

y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-9566934-0-6

Ur gontadenn evit ar re yaouank pe goshoc'h.
Un istor evit kaout un tañva eus mennozhioù Marx.
(Hervez an diverradenn war lec'hienn Stourmomp)

... More [+]

y

- 46 pajenn
ISBN 978-2-916745-24-4

Karantez, kalonegezh, stourm ouzh galloudoù hud. Dre beseurt avanturioù e ranko Fionn tremen evit en em gavout gant e vab Oisín ? Stourm an haroz ouzh fallagriezh un hudour drouk a fell dezhañ laerezh ar briñsez Sadhbh, e ganrantez, digantañ. Diarbenn ar Vikinged ouez a glask aloubiñ Iwerzhon ! Er bed hud-se o deus Bran ha Sceolán santidigezh ha meiz dreist d'an dud...
Brudet eo mojennoù Fionn mac Cumhaill en Iwerzhon abaoe ouzhpenn mil bloaz. ...

... More [+]

y

- 66 pajenn
ISBN 978-2-916745-23-7

Brudet eo daou gi dreistordinal Fionn mac Cumhaill, Bran ha Sceolán. Penaos en deus bet e chas, avat ? D'ar red omp kaset da heul Fionn en e avanturioù ma ranko en em gannañ ouzh enebourien o galloudoù dreistnaturel. Hudourez Tuatha Dé Danann, ar ramz euzhus...
Brudet eo mojennoù Fionn mac Cumhaill en Iwerzhon abaoe ouzhpenn mil bloaz. Un digarez vrav d'ar vrezhonegerien yaouank d'ober anaoudegezh gant un haroz keltiek meur.

Eil eus rummad ...

... More [+]

y

- 58 pajenn
ISBN 978-2-916745-25-1

Fionn war glask ar garantez. Div c'hoar, an eil koant, Áine, hag eben vil, Maoluachra, gwarizius an eil diouzh eben, a glasko gounit kalon Fionn betek implijout troioù-hud un drouiz. Penaos 'ta e teuio blev Fionn mac Cumhaill da vezañ louet ?
Brudet eo mojennoù Fionn mac Cumhaill en Iwerzhon abaoe ouzhpenn mil bloaz. Un digarez vrav d'ar vrezhonegerien yaouank d'ober anaoudegezh gant un haroz keltiek meur.

Pevare eus rummad pevar levr Fionn mac ...

... More [+]

y

- 443 fajenn
ISBN 978-2-917681-39-8

Penaos e c'heller war un dro brezeliñ, lakaat e ganol da grañchat, ha skrivañ barzhonegoù bet embannet ingal en ur gelaouenn vrezhonek sizhuniek?
Yann Mari Normand a oa labourer-douar ha barzh. War an talbenn, eta, e-pad brezel 1914-1918 en doa en em lakaet da skrivañ barzhonegoù e brezhoneg a voe embannet gant ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned er bloavezhioù 1917, 1918 ha 1919. Distro diouzh ar brezel e kuitaas tiegezh e dad e Gwiglann evit ...

... More [+]

y

- 169 pajenn
ISBN 978-2-7368-0122-9

Tri bloaz warn-ugent eo Sulian pa gav war e hent ur plac'h yaouank he daoulagad glas-gwer. Mont a reer da heul ar c'houblad hag e gammedoù diasur war hentoù skoasellek ar vuhez.
A bep eil omp kaset etrezek ur bed all, hini al loened noz, ar re a vev dindan an douar. Ur broc'h yaouank eo a gont deomp e blanedenn pa rank tec'hout diouzh e zouarenn abalamour da reuz bras ar re daou droad oc'h aloubiñ e dolead. Ur romant daoubenn eo, ur romant gwenn ...

... More [+]

y

- 58 pajenn
ISBN 978-2-916745-22-0

Cumhall, Pennkadour kalonek ar Fianna, a zifenn Roue Meur Iwerzhon, a zo lazhet gant e enebour drouk, Goll mac Morna. Muireann, gwreg Cumhall, ha hi dougerez, a rank tec'hout en arvar he buhez. Mab Cumhall, anvet Fionn mac Cumhaill a zeuio da vezañ ur paotr yaouank kadarn. Fellout a ra dezhañ dont da vezañ Pennkadour e-lec'h Goll mac Morna en deus lazhet e dad. Ha dont a raio a-benn ?

Brudet eo mojennoù Fionn mac Cumhaill en Iwerzhon abaoe ...

... More [+]







Z