Nevezentioù e brezhoneg  | enregistrements trouvés : 31

O

-A +A

Sélection courante (0) : Tout sélectionner / Tout déselectionner

P Q

2 y

- 40 pajenn
ISBN 978-2-9570027-7-1

« Meur a c'hwezigell en deus Aorelian, ma talc'h e eñvorennoù enno. Tad-kozh en deus ur bern c'hwezigelloù. E pep c'hwezigell ez eus dalc'het unan eus e istorioù dreistordinal : hini e eured war ar maez pe hini un devezh pesketa frouezhus-tre. Met un deiz en deus lezet Tad-kozh ur c'hwezigell da nijal kuit. Klask a ra Aorelian tapout anezhi. Met ne c'hell ket. Koll a ra Tad-kozh ur c'hwezigell all. Hag unan all c'hoazh... »

[Diouzh golo al ...

... Lire [+]

2 y

- 28 pajenn
ISBN 978-2-9570027-8-8

« Farah a zo sot gant mangez ! Bep hañv e plij dezhi kutuilh ar frouezh azv eus gwezenn-vangez he zad-kozh. Ar bloaz-mañ eo goullo ar wezenn ! Neuze e tiviz Farah e rank sikour ar wezenn da lakaat he frouezh muiañ-karet da greskiñ. Ha kompren a raio Farah ez eus muioc'h en ur wezenn-vangez eget ar frouezh a zoug ? »

[Diouzh golo al levr]
___________
« Farah adore les mangues ! Tous les étés, elle aime aller ramasser les fruits mûrs dans le ...

... Lire [+]

y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-9570027-6-4

Aet eo Nyla da chom e kêr, met ne baouez ket da soñjal en holl draoù a vank dezhi eus he zi kozh. Pa zifoup ur steredenn-lostek e straedoù kêr ha pa grog da lugerniñ ha da greskiñ, n'eo ket Nyla evit chom hep heuliañ anezhi< Met ar pezh a zo evel un dec'hadenn er penn kentañ a c'hellfe bezañ ar pezh a vanke dezhi evit en em santout er gêr a-benn ar fin.

[Diouzh golo al levr]
___________
Nyla est allée vivre en ville, mais elle n'arrête ...

... Lire [+]

y

- 28 pajenn
ISBN 978-2-913652-82-8

Ne c'hell ket kousket Babig Logodenn abalamour d'an holl drouzioù iskis a glev en noz-mañ. Petra zo o c'hwezhañ hag o sutal ? Piv zo o stekiñ ouzh ar prenestr ? Ha daoust hag un tasmant eo zo oc'h huchal "Ou - Ou" ? Aon ruz en deus Babig Logodenn. "Gallout a ran dont ez kwele ?" a c'houlenn Babig Logodenn digant e dad. Gouzout mat a ra Tadig Logodenn eo dav da Vabig Logodenn deskiñ kousket en e wele e-unan hag ober gant ar pezh a ra aon ...

... Lire [+]

y

Pemzek vloaz eo Mael pa ra anaoudegezh gant Kevin, ur mignon yaouankiz d'e vamm, nevez distro da v/Brest. Met strafuilhet eo Liza a gred eo Kevin pennkaoz marv he breur gevell Lomig da ugent vloaz. Evit gwareziñ he mab e ranko Liza talañ eus un amzer dremenet bet diverket ganti eus he memor.

Mael a quinze ans quand il fait la connaissance de Kevin, un ami de jeunesse de sa mère, récemment revenu à Brest. Mais cette rencontre bouleverse Liza qui ...

... Lire [+]

y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-9570027-2-6

Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc'h Zu.
Ur roc'h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ?
Un devezh, evit gouzout hiroc'h, e pign Erin e bag pesketa he mamm...

[Diouzh golo al levr]
____________
Gant Joe TODD-STANTON eo bet savet al levr brav-mañ, ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levr « Juluan hag al louarn » (« A ...

... Lire [+]

y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-9570027-2-6

A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se.
Met daoust ha kenderc'hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c'houviad dic'hortoz da goaniañ ?
Pe en em rento kont neuze n'eo ket ken fall-se kaout ur mignon evit eskemm, a-benn ar fin...

[Diouzh golo al levr]
___
Adalek 3 bloaz. Levr azasaet ouzh ar vugale disleksek.

... Lire [+]

y

- 40 pajenn
ISBN 979-10-90456-49-5

Ur rekipe eus ar re wellañ am eus desket e bro an dud a oar fiñval o begel.
Ar re-se zo o chom etre ar bobl na zebr nemet ar c'hreun diwar ar bara ha meuriad an dud a zo blev dindan o zreid.
N'ouzoc'h ket pelec'h emañ ?
Un tamm pelloc'h eget bro an dud a c'hoari gant diñsoù ront, hag a-raok ar re a zebr ar plusk diwar ar vioù.
Ac'hanta, digant ar bobl-se eo em eus desket ober soubenn ar vein, ur meuz saourus, a lavaran deoc'h !

(Hervez an div...

... Lire [+]

y

- 44 fajenn
ISBN 978-2-35573-249-2

Ur romant berr skrivet gant Goulc'han Kervella, diwar kontadenn vrudet soner fleut Hamelin. Aloubet eo Enez al Legumaj gant ar c'honifled ha dic'hastet an trevajoù legumajoù ganto. Deuet ez eus ur sonerez fleut da ginnig kas al loened er-maez eus an enezenn... Tresadennoù gant Virginie Grosos (Hervez an diverradenn war lec'hienn TES).

... Lire [+]

y

- 224 fajenn
ISBN 978-2-7368-0145-8

" E gwirionez ne c'heller lavaret ec'h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc'h, " eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c'heller lenn en dastumad-mañ. A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c'hellomp kantreal un tamm e pep lec'h e Breizh, ...

... Lire [+]

y

- 46 pajenn
ISBN 978-2-7368-0141-0

Emañ Lizaig, ur plac'h yaouank trizek vloaz, war ar vag a gas anezhi ti he zud-kozh war enez ar Gerveur. Adkavout a raio eno he c'henderv Jean-Elouan, gouiziek ha torr-penn ken ez eo ! Ne vo ket vakañsoù eus ar re fentusañ eviti. War hent an aod e tremenont hebiou ur maner kloz ha kevrinus. Frioù-furch ma 'z int e kavont un eurier kozh eno.
Darvoudoù iskis ha dic'hortoz a c'hoarvez koulz lâret bemdez diwar ar gavadenn-se. Peadra da gas an daou ...

... Lire [+]

y

- 75 pajenn
ISBN 978-2-916835-99-0

Tri devezh, un danevell o c'hoarvezout en Istanboul e Turkia er bloavezhioù 50 e-metoù ar gumuniezh c'hresian, da-geñver un darvoud istorel nebeut anavezet.
Ur vombezenn lakaet e ti genidik Ataturk, ha sede ar C'hresianed lakaet penn kaoz anezhi.
Unan eus ar gumuniezh-se, Vasilis, gantañ ur stal dilhad, eo tudenn bennañ an istor. "Ne vern pelec'h war ar bed e emell ar C'hresianed en un dra bennak e tougomp-ni an toaz d'ar forn" emezañ. Hag ar ...

... Lire [+]

y

- 64 fajenn
ISBN 2-86824-343-0

Pa ne oa ket tud Aziliz evit gouzañv endro bevañ o amzer ken, o doa asantet bezañ skornet evit bezañ dihunet kantvedoù pelloc'h, d'ur mare m'eo deuet o bro da vezañ didud ha disaotr, ha sevel ur geoded diouzh o doare. N'eus ket deuet ganto, siwazh, pezhioù erlerc'hiañ a-walc'h evit lakaat o holl vekanikoù da badout gwall bell. Klasket e vez e rivinoù ar c'hêrioù aet da get ar pezh a vank dezho, hag e-kerzh unan eus ar furchadegoù-se e kavo tad ...

... Lire [+]

2 y

- 32 bajenn
ISBN 978-2-35573-242-3

Dezviñ, dezviñ atav ! Estreget dezviñ zo da ober er vuhez ! me a fell din gwelet ar mor !" eme Karmela ar yarig wenn a vouezh uhel...

[Diouzh golo al levr]

... Lire [+]

y

- 264 fajenn
ISBN 978-2-36758-084-5

Albert Boché (1927-2012) était un linguiste éminent, fin connaisseur du breton dans sa diversité, mais il n'a presque rien écrit.
C'était un Vannetais, plus précisément, un Bas-Vannetais, puisqu'il était né à Ploërdut, commune du Morbihan, dans une famille bretonnante du pays pourlet.
Il apprit le français à l'école. Il avait un don et une passion pour les langues. Sa connaissance du vannetais dans ses variantes multiples ainsi que des autres ...

... Lire [+]

y

- Hep pajennadur
ISBN 978-2-37133-222-5

Bec'h zo war ar c'hoadoù burzhudus ! Kinig a ra an aerouanted mirout tan er Palez strink ha Marzhin n'emañ ker er vro da herzel outo.
Pennfollet eo ar gorriganed. Piv a raio sikour dezho ?
Elin ha Tomis, marteze a-walc'h... (Hervez an deverradenn war gein al levr).

... Lire [+]

y

- Hep pajennadur
ISBN 978-2-36312-092-2

« Piv out-te ?
Ha petra 'zebrez-te ? »

Setu istor brudet ur ranig beg-araok
Met fin-tre...

(Hervez an deverradenn war gein al levr).

... Lire [+]

y

- Hep pajennadur
ISBN 978-2-37133-218-8

Foulet eo Rozenn ar voudig gant al labour. Eus an nevez-amzer betek ar goañv e vez o sikour he mignoned, loened, bleunioù hag all, gant forzh troioù-hud er c'hoadeier. Boemet e voc'h-chwi ivez gant burzhudoù Rozenn !

Ouzhpenn ur mod zo da gavout dudi el levrig fentus-mañ. E-kichen pep skeudenn e vo kinniget deskiñ 4 ger nevez. Ha goude ar studi, 4 fajenn evit c'hoari !

(Hervez an deverradenn war gein al levr).

... Lire [+]

y

- Hep pajennadur
ISBN 978-2-37133-219-5

Korriganed zo us Gael hag Elven, ha korriganed kailh ! Farsal hag ober goap ouzh an holl, tud ha loened, a blij dezhe dreist pep tra. Diwallit ata, neuze, rak n'eus harz ebet d'o zroioù-kamm !

Ouzhpenn ur mod zo da gavout dudi el levrig fentus-mañ. E-kichen pep skeudenn e vo kinniget deskiñ pevar ger nevez. Ha goude ar studi, 4 fajenn evit c'hoari !

(Hervez an deverradenn war gein al levr).

... Lire [+]

y

- 23 bajenn
ISBN 978-2-86824-319-5

P'emañ en e wele e sell Lulu dre ar prenestr. Noz-du zo er-maez. Un tammig aon en deus Lulu pa vez e-unan.

Met ur sekredig en deus Lulu evit gellet kousket...

(Hervez an deverradenn war gein al levr).

... Lire [+]

y

- 25 pajenn
ISBN 978-2-86824-320-1

Un dro a ra Figaro.
Hag unan all,
hag unan all c'hoazh.
Enoeet eo...

Penaos sikour ar peskig ?

(Hervez an deverradenn war gein al levr).

... Lire [+]







Z