Donemat war lec'hienn KDSK

Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek

 

 

Skourr St-Ervlan

Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c'hellit dizoleiñ pinvidigezh dalc'had KDSK, Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek.

 

An holl zañvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d'ober darn pouezusañ an dalc'had, a zo digor ivez war lennegezh Breizh e galleg ha war lennegezh an holl yezhoù keltiek all.

 

Un dalc'had arbennik evit deskiñ ha kelenn ar yezh (hentennoù deskiñ ha kelenn, kelennadurezh, ...) a vez kinniget ivez gant KDSK.

 

Ouzhpenn 18 000 teul en holl a zo da vezañ sellet war al lec'h, digoust, gant an holl, bras ha bihan ! Darn brasañ an teulioù-se a c'hall bezañ amprestet e skourr Sant-Ervlan.

x | -A +A

Z